Izili SLB Diwan a fell dezho embann o c’hengred gant kerent, bugale ha goprodi nann gelennerien skolioù Diwan Pornizh ha Saveneg en em gav hep skolaer ebet.

Kerse hon eus rak an degouezh-se a laka ur skoilh war diorren ar rouedad kelenn dre soubidigezh hag al labour brezhonek. Fellout a ra deomp e adsoñfe kuzul-merañ Diwan Breizh diwar-benn o dibab serriñ ar skolioù-se hag e embannfe e skoazell padus da raktresoù diorenn skolioù brezhonek kentañ ha eil derez, hag ar skolajoù dre soubidigezh e Breizh izel koulz hag en Breizh uhel (hep ankouaat bro Naoned).

Plijout a rafe deomp e c’hellfe Diwan kaout peadra da duta deus ar gwellañ kelennerien nevez en ur grouiñ ur greizenn stummañ e Breizh-Uhel hag e vefe heuliet a dost en un doare arbennik skolioù DIWAN an takad bro se gant renerezh Diwan. N’hallimp ket chom hep kreskiñ goproù ar gelennerien hep konkour koulz hag an digaolioù frejoù-hent

Chom a reomp mennet da gas a-benn ar raktresoù-se ha da labourat a-stroll gant an holl evit tizhout anezho.

SLB Diwan

 

 


SLB logo3

logo slogan