Meur a skol Diwan zo gwallgaset en distro-skol pe a vo er mizioù da zont gant kudenn ar c’hevratoù skoazellet nac’het. An diviz trumm bet tapet gant ar gouarnamant e-kreiz an hañv a laka ur bern ac'hanomp, kenlabourerien Diwan en ur wall blegenn. Ne c'hello ket holl skolidi, skolaerien ha skoazellerien Diwan distreiñ seder d'o skol ha d'o labour. Stourm, kavout diskoulmoù pe c'hoazh daleañ an distro-skol d’ar Meurzh 5 a viz Gwengolo a rankint ober peogwir n’eus deuet diskoulm degemer padus ebet betek-hen d'ar 45 post skoazeller nac'het ha d'an 39 all en arvar.

Goulenn groñs a ra an SLB un diskoulm diouzhtu kerkent ha dilun o tont hag ma vo kaset ur stourm da-benn gant Rouedad Diwan da gevratiñ war hir dermen ar skoazellerien/ezed-mamm ha buhez skol, an evezherien... Gant kevratoù talvoudus digant ar stad hag ar rannvro, evite da gentañ, evit ar vugale hag ar skipailhoù pedagogel.

Setu ma c’halv SLB holl implijidi ar skolioù DIWAN (kelennerien, skoazellerezed/rien, buhezourien/rezed) da gemer perzh en emgavioù disadorn e Kemper ha Naoned hag en tolpadegoù lec’hel a vo dalc’het d’al Lun 4 viz Gwengolo evit ma vo an implijidi a-gevred gant ar familhoù.

A-stroll e vimp trec'h !

 

 

MANIFESTADEG
d'ar sadorn 02 a viz Gwengolo, 10e30

Naoned, prefeti
Kemper, plasenn ar Rezistañs

 

 


SLB logo3

logo slogan