Pa vez miliadoù a labourerien ha tud a youl vat o stourm evit lakaat hor yezh da vevañ hag evit treuzkas anezhi d'ar re yaouankañ, ha pa vez lod vrasañ eus ar re o dez galloudoù politikel (kuzulrannvro, tiez-kêr ha da gentañ ar Stad C'hall) o chom mut pe o nac'hañ e vefe saveteet pe diorroet ar brezhoneg, pouezus e vez da labourerien Breizh adc'houlenn groñs ma vo ofisiel hor yezh e pemp departamant Breizh.

Lakaat hor yezh da vezañ ofisiel e Breizh a-bezh n'eo ket nemet sinañ un tamm-paperaj etre dilennidi evit plijout da strolladoù-gwask sevenadurel ha na zileuriont nemeto o-unan. « Ofisiel » a dalvez e ranker klevet hag implijout anezhi war dachennoù a bep seurt e kevredigezh Breizh. Ha niverus eo goulennoù hag intruduoù al labourerien :

en deskadurezh : ur skol vrezhonek e pep kanton da nebeutañ ha kresk da vat an niver a bostoù ; arc'hantaouiñ Diwan gant an ensavadurioù a bep seurt a gaver e Breizh ; ma vo gopret ar re a labour er skolioù brezhonek, maez eus ar skolaerien, gant an tiez-kêr e-giz ma vez graet evit an Deskadurezh Publik ; ma vo aesaet gant an tiez-kêr hag ar melestradurezhioù sevel magourioù ha kreizennoù-dudi e brezhoneg
er mediaioù : ur skinwel hag ur skingomz publik e brezhoneg e Breizh a-bezh, ganto programmoù a-galite evit pep hini ;
er servijoù publik : evit ur yezh a c'heller gwelet, skrivañ, klevet ha komz anezhi en holl velestradurezhioù, burevioù post, trenioù, metro, tram, busoù, evel e pep lec'h ;
en embregerezhioù : evit ma c'hello al labourerien en em stummañ war ar brezhoneg pa faoto dezho ; evit gwellaat diouzhtu stad labour ar re a labour e brezhoneg hag evit brudañ da vat ar yezh (pannelloù, koulzadoù brudañ...)

Evit ma vo frouezhus al labour-se e rankomp kaout ur statud lezennel evit ar yezh, termenet gant ar Vreton(ez)ed o-unan.

Arabat krediñ e vo diorroet implij hor yezh ma vez peursinet karta ar yezhoù « bihan », ma vez ur votadeg bennak er parlamant gall pe a-drugarez d'un dilennadeg. Ma ne vije ket bet kroget ganti gant labourerien ha labourerezed Breizh o-unan – skolioù Diwan ha divyezhek, radioioù brezhonek, stourmoù er skolioù-meur evit krouiñ diplomoù, kelaouennoù, aozadurioù stummañ, duañ pannelloù hent – e vije marv pe dost hor yezh. Ret eo da labourerien ar brezhoneg nac'hañ kement droukemglev a vefe, ha da gentañ diwar-benn ar fed e vefe enframmet Diwan en deskadurezh diwar abegoù goproù uheloc'h pe stadoù labour gwelloc'h. Kaozioù-toull 'ni eo : muioc'h-mui a dud ispaeet hag a glasadoù leun-chouk a weler eno, ha nebeutoc'h-nebeutañ a bostoù-labour siwazh.

Ni, sindikad o stourm evit ma 'nefe pobl Vreizh ar gwir d'en em dermeniñ, a wel sklaer ne vo ket gwellaet na jeu al labourerien vrezhonek nag hini hor yezh dindan beli gwaskus ar Stad c'hall. N'eus nemet un diskoulm deomp evit diorren ha treuzkas ar brezhoneg e interest an holl Vretoned : ur servij deskadurezh publik, eus Naoned da Vrest, meret gant al labourerien o-unan.

Gervel a reomp holl labourerien Vreizh da genderc'hel gant ar stourm evit o yezh o kemer perzh en hon dibunadeg, evit ma vo ofisiel ar ezhoneg e pep lec'h e Breizh.

2015 brezhoneg yezh ofisiel