Pevar miz zo bremañ ez eo krog da vezañ lakaet e pleustr adreizh al luskadoù skol e kumunioù zo hag ez eo anat d’an holl ez eus bet re nebeut a eskemm hag a breder evit en ober. Lusk ar vugale ; devezhiadoù lodennet, bugale diheñchet. Doareoù labour : diouer a savadurioù, re nebeut a dud evit ober war dro ar vugale…War washaat ez a an dizingalderioù : hervez ar c’humunioù ’vez ket kement a arc’hant, lod dioute a c’hello lakaat an dud da baeañ evit an obererezhioù…

E 2014 e vo dleet d’an holl skolioù publik lakaat an adreizh e plas. Daoust ma n'eus redi ebet evit ar skolioù prevez ha Diwan e rank kement rener-ez bezañ bet tapet un diviz dija en ur gemer e kont endro e skol (servijoù diwallerezh, kantin, kreizenn-dudi, animatourien...). Diouzh tu Rouedad Diwan, ne vo roet ali ofisiel ebet a-raok fin ar bloaz.

Ma rank ar Rouedad mont da heul an adreizh e vo startoc’h c'hoazh ar jeu er skolioù DIWAN peogwir e ranko ar c’hevredigezhioù kerent kemer e karg koust an obererezhioù-se pa vezont oc’h anduriñ diaamantoù arc’hant c’hoazh. Un nebeud anezhe a c'hello bezañ liammet ouzh servijoù o c'humun met kement-se diwar goust raktres pedagogel Diwan: ar soubidigezh e brezhoneg.

Fellout a ra d'an SLB ivez lakaat war-wel an diaesterioù arc'hant a savo e buhez ar skolaerien e Diwan. Un toullad mat anezhe a rank kas kalz a amzer war an hent hag a arc'hant da heul evit mont d'o lec'h labour. Ouzhpennañ un devezh er sizhun a lieskementfe o dispignoù hep na yafe o gopr war gresk da heul. Ur skoilh ouzhpenn d'an danvez-skolaerien e Diwan.

Evit ober un adreizh a galite a gemerfe e kont ezhommoù arbennik pep hini ha dreist holl re ar vugale ez eo ret kemer amzer evit e lakaat e pleustr en deskadurezh stad koulz hag er rouedad Diwan.

Setu ma c’halv SLB holl implijidi ar skolioù DIWAN ( kelennerien, skoazellerezed/rien, buhezourien/rezed) da gemer perzh en harz-labour a vo dalc’het d’ar 5 a viz Kerzu evit ma vo lakaet un termen d’an adreizh ha torret dekredoù arverañ al lezenn.


SLB logo3

logo slogan