Leizh a dud dic'hopret, manifestadegoù, heñchoù stanket, kann dirak porchedoù an ekotaos : liv an emsavadeg zo war Breizh. Ur pikol vanifestadeg a vo e Kemper d'ar sadorn 2 a viz Du, evit an implij hag enep an ekotaos. Betek mediaoù Pariz zoken eo aet an trouz savet diwar an emsavadeg, rak o boned ruz zo bet gwisket gant ar vanifesterien. Emañ Breizh o teviñ eme ar batroned. Ar wirionez zo ganto : o teviñ emañ hag emañ.

Met disoñjet o deus lâret perak... N'eo ket an ekotaos en deus taolet war an douar noazh labourerien Doux, Gad, Tilly-Sabco, Marine Harvest, Alcatel-Lucent ha PSA. Rak hervez kont, ne oa ket o ren c'hoazh p'a oa bet skarzhet ar steuñvioù dic'hoprañ maez eus an tiretennoù.

An alumetezenn he deus c'hwezhet an tan war Breizh eo an ekotaos. Met evit c'hwezhañ an tan war ar c'hoajoù eo dav d'ar c'heuneud bezañ sec'h-kras. Hag abaoe meur a warlene e gwirionez e c'hoari ar batroned hag ar Stad e Breizh gant buhez ar vicherourien. Ouzhpenn un dekvloaziad 'zo ez eont war lartaat o kas betek penn ur sistem diazezet war ezporzhiañ-yoc'h frouezh al labour-douar, diwar goust an douar, an dour, ar merc'hed hag ar baotred, hag o tennañ gounid eus ar yalc'hadoù foran war un dro.

D'an 2 a viz Du e vo gwelet SLB o vanifestiñ gant labourerezed ha labourerien Breizh, evit difenn hor benvegoù labour, enep ar gorvoerien hag an dic'hoprañ, hag enep kement frankizouriezh ha produouriezh a zo.

2013 manifestation portique ecotaxe pontdebuis

2013 bonnetsrouges

 

 

---