Gervel a ra Sindikad Labourerien Breizh da gregiñ gant un harz-labour hollek tra ma vo chomet a-sav gant al lezenn El Khomri. Kemer a raio perzh ar sindikad e dibunadegoù ar meurzh 17 a viz Mae.

Divizet en deus ar gouarnamant implijout ar «49.3» kuit da reiñ d'ar Breujoù da zivizout diwar dazont al lezenn-mañ. Stourm ar bobl a vo neuze an doare nemeti da enebiñ ouzh ar raktres ha da zifenn hor gwirioù.

Feulster an archerien a zo aet war washaat en deizioù tremenet. Diskouez a ra splann e fell d'ar gouarnamant lakaat e lezenn da dalvezout dre forzh peseurt doare a vefe, ha pa vefe gloazet tud. Padal e chom mennet an enebourien da genderc'hel gant ar stourm, evel ma tiskouez an harzoù-labour, ar manifestadegoù hag al lec'hioù ac'hubet a vil-vern. Feulster an archerien ne raio nemet kas hor c'hoant stourm war-raok.

Hervez SLB e vo pouezus bezañ ken niverus ha ma c'hallimp d'ar 17 a viz Mae a-benn mont pelloc'h gant ar stourm. Met daoust d'ar manifestadegoù bras bezañ a-bouez n'eo nemet o stankañ an ekonomiezh penn-da-benn e vimp trec'h. Gervel a ra SLB da genderc'hel gant ar stourm goude ar 17 ha da blantañ reuz war pep tachenn!

Stourmomp dibaouez! Harz-labour hollek a-enep da lezenn ar c'hevala.
Stourmonp betek an trec'h !


SLB logo3

logo slogan