Hep mar ebet ez eo Un Istor eus Pobl ar Stadoù Unanet oberenn bennañ Howard Zinn, istorour ha stourmer politikel amerikan, en deus klasket a-hed e vuhez reiñ da c’houzout istor an dud na vez ket klevet o mouezh gwech ebet en istor ofisiel.

A People’s History of the United States

2014 apeopleshistoryoftheunitedstatesHep mar ebet ez eo Un Istor eus Pobl ar Stadoù Unanet oberenn bennañ Howard Zinn, istorour ha amerikan, en deus klasket a-hed e vuhez reiñ da c’houzout istor an dud na vez ket klevet o mouezh gwech ebet en istor ofisiel. stourmer politikel 

Hervez Howard Zinn n’eo ket ar Founding Fathers (diazezourien ar vroad amerikan), nag ar brezidanted (eus Washington da Obama), na barnerien al Lez Uhelañ [1], nag ar batroned vras an hini eo zo harozed istor ar Stadoù-Unanet ; met ar beizanted a zo savet, ar sindikalisted, stourmerien ar Civil Rights Movement ha dre vras an holl dud « vunut » ha dianav o deus bet graet traoù e-kerzh o buhez evit kas an ingalded war-raok er gevredigezh.

Berzh bras en doa graet al levr er Stadoù-Unanet pa oa deuet er-maez eus ar wask e 1980. Meur a wezh eo bet moulet en-dro abaoe ha troet en un ugent yezh bennak a-dreuz ar bed. Ouzhpenn ur milion hanter a skouerennoù dioutañ a zo bet gwerzhet er Stadoù-Unanet.

Met ranket zo bet gortoz 2002 a-raok gwelet an droidigezh c’hallek embannet er Frañs. Perak ken hir digasted ? a c’houlenn Thierry Discepolo (an embanner) en e bennad-kinnig La synthèse d’Howard Zinn. Kerkent diouzhtu e teu ur respont gantañ :

Den n’eus lâret ken mat ha Pierre Nora, e penn an dastumad « Bibliothèque des histoires » e ti Gallimard, perak en devez an embann gall diegi oc’h embann seurt oberennoù – eus  « The Age of Extremes » gant Eric Hobsbawm e oa anv neuze, met n’eus netra cheñchet dibaoe : « Kement embanner ‘zo a rank, a c’hrad vat pe a c’hrad fall, kemer e kont ar blegenn gefredel [2] hag ideologel en em gav e grouidigezh enni. Hag abegoù sonn a zo evit krediñ e teufe ur seurt levr war wel e-barzh un endro gefredel hag istorel kontrol. » [3]

Un endro gefredel hag ideologel kontrol ? Gwir a-walc'h e seblant an dra-se bezañ pa weler e oa bet graet ton, n'eus ket keit-se zo, d’un troc’had levrioù diwar-benn istor ur Frañs vroadel ha mojennel, a zegas da soñj oberennoù istorourien c’hall an 19vet kantved. [4]

Disheñvel-krenn eo sell istorel Howard Zinn avat. N’eo ket hepken ur sintezenn eus ar ouiziegezh istorel diwar-benn ar Stadoù-Unanet a zo kinniget deomp gant an istorour amañ, ur wir enep-istor ne lavaran ket.

You Can’t Be Neutral on a Moving Train [5]

Pell emañ Howard Zinn diouzh hengoun an neptuegezh a gustum un darn vat eus an istorourien koachañ a-dreñv dezhi. Labourat a ra eñ gant ur savboent didro, maget gant un dielfennadur sokial ha kritik eus an darvoudoù, ha gant ar soñj reiñ da glevet mouezh an dud na vezont ket klevet en istor ofisiel peurliesañ. Klask a ra kontañ istor ar Stadoù-Unanet diouzh sell an dud (an darn vrasañ eus an dud e gwirionez) en em gav alies (kenañ!) er-maez eus dornlevrioù-istor ar skolioù.

An onestiz hag an engouestl, setu an talvoudoù a ra maen-korn e furcherezh hag e vetodologiezh istorel. Adalek penn kentañ A People’s History e embann sklaer ar savboent a vo e hini a-hed al levr :

Disheñvel eo ma savboent pa gontan istor ar Stadoù-Unanet [6] : n’eo ket ret deomp kemer memor ar stadoù evel bezañ hon memor-ni. Ar Broadoù n’int ket kumuniezhioù ha n’int ket bet biskoazh. Istor kement bro, roet evel bezañ istor ur familh, a guzh stourmoù ha dizemglevioù taer (a darzh a-wechoù, a vez moustret warno aliesoc’h) etre alouberien hag aloubet, mistri ha sklaved, kevalaourien ha labourerien, gwaskerien ha gwasket, abalamour d'o gouenn pe d'o reizh. Hag en ur bed ken kriz-all, ur bed a c’houzañverien hag a vourrevien, ne zle ket an dud a breder, evel ma lavare Albert Camus, bezañ a-du gant ar vourrevien.[7]

Lakaat a ra Howard Zinn en ur geñver, gant resisted, an doare kontañ ofisiel gant testenioù an dud hag ar strolladoù uvelañ : minorelezhioù kenel, indianed, sklaved, dezertourien, micherourezed al lien, sindikalisted, soudarded ar Vietnam, aktivisted ar bloavezhioù 80-90, h.a.

En dielloù nann-ofisiel emañ eienoù e labour istorel, en testenioù a oa bet lakaet a-gostez e-pad pell gant an istorourien : lizhiri ar soudarded, danevelloù ar sklaved, kofesionoù ar brizonidi, kazetennoù ar merc’hed, skridoù-buhez a-bep seurt, dielloù tennet eus an hengoun komzet ivez. Ar pezh na vir ket ouzh Howard Zinn d’ober gant dielloù milbouezus evel ar Pentagon Papers, seizh mil pajenn a-zivout istor ar brezel er Vietnam skridaozet gant Rann an Difenn, luc’heilet dre-guzh ha kinniget a-wel d’an holl e miz Even 1971 gant daou implijiad, droug bras enno o welet ar poanioù gouzañvet gant pobl Vietnam hag ar gevier livet gant ar gouarnamant amerikan.

Dibab an darvoudoù evel-just hag ar pouez roet dezho e red an istor hag en displegadennoù a ro da welet savboent an istorour. Ur plas bras a zo roet amañ d’ar stourmoù-pobl : al luskadoù enep ar sklaverezh, emsavioù ar vicherourien, taolioù-dispac’h ar gouerien, emsavadegoù ar sklaved, al luskadoù peoc’hgar, stourmoù ar merc’hed, al luskadoù enep-nukleel, h.a. Reiñ a ra Howard Zinn ur pouez istorel bras d’an holl zarvoudoù-se a vez mouget buan peurliesañ ha sellet outo evel distrilhoù gant an istor ofisiel, padal e vez skignet ganto, tamm-ha-tamm, greun ar cheñchamant sokial.

N’haller ket chom diseblant o lenn levr Howard Zinn. Sed amañ un oberenn kinniget gant ur skritur c’hwek hag eeun, danvez preder evit an dud a gav dezho ez eus un dra bennak da cheñch er bed. Anat deoc’h bremañ ez eo oberenn Howard Zinn hini un den engouestlet. Ar pezh a gomprener a-walc’h pa ouzer ar vuhez en deus bevet.

Daoust hag e c’heller chom neptu p’emañ an tren o vont ? Ul lodenn eus ar respont a vo kavet o teurel ur sell war buhez souezhus Howard Zinn emichañs.

Buhez un istorour hag ur stourmer

2014 howardzinn2N’haller ket dirouestlañ oberenn Howard Zinn diouzh an darvoudoù o deus lusket e vuhez.

Kas a ra e vugaleaj e kozh-tiez Brooklyn ar bloazioù 1930, start e labour e vamm hag e dad evit bouetañ o bugale. Diwar-benn e dad e lavar :

A-hed e vuhez en deus labouret start evit nebeut a dra. Atav em eus maget kasoni ouzh disklêriadurioù leun a vrasoni ar bolitikourien, ar gazetennerien hag ar renerien embregerezhioù a ro da grediñ e talvez, er Stadoù-Unanet, labourat start kement ha pinvidikaat. Da lâret eo : ar beorien ne labouront ket trawalc'h. Skiant-prenañ ma zad hag hini milionoù a dud all a labour startoc'h eget an darn vrasañ – startoc'h eget ar bolitikourien ha tud an arc'hant bras ha startoc'h eget kement den ma anzaver ez eo ober ul labour a zisplij deomp, labourat start – en deus desket din ne oa ket gwir. [8]

Adalek e driwec’h vloaz e krog da labourat er chanterioù-bigi e Brooklyn. E-pad tri bloavezh e labouro en dokoù. Berzet outo bezañ e sindikad ar vicherourien varrek e sav gant ar voused all ur sindikad evit difenn o gwirioù. D’ar c’houlz-se, emezañ, e tiwan e « emskiant a renkadoù ».

Klevet a ra anv eus an Naziegezh, eus ar brezel diabarzh er Spagn, hag er bloaz 1943 ez a e-barzh an US Air Force, c’hoant bras gantañ stourm enep ar faskouriezh. E fin ar brezel e kemer perzh e bombezadeg kêr Royan er Frañs, unan eus ar gwechoù kentañ ma voe graet gant an napalm. Goude ar brezel, ha war-lerc’h bezañ klevet keloù eus Hiroshima ha Nagasaki, en em soñjo kalz war ar bloavezhioù-se hag e teuio da vezañ enebour touet d’ar brezel ha d’an impalaerouriezh amerikan.

E 1956 e komañs da gelenn e skol-veur Spelman e Atlanta (Georgia), er c’hreisteiz, bro ar rannidigezh pemdeziek etre ar re zu hag ar re wenn. Ur skol-veur evit ar merc’hed du an hini eo Spelman, ma vez strizh an traoù ha mirour an aergelc’h. D’ar c’houlz-se e tiwan « Emsav ar Gwirioù Keodedel » a gemer perzh Zinn ennañ e-korf ar Student Nonviolent Coordinating Committee (SNCC). E 1963 e vo skarzhet eus ar skol-veur evit bezañ bet stourmet e-kichen studierezed Spelman e-barzh « Emsav ar Gwirioù » ha bezañ bet broudet anezho da cheñch penn d'ar vazh en ensavadur.

E-touez tudennoù pennañ ar stourm enep ar brezel er Vietnam eo bet Howard Zinn ivez. E 1968 eo kaset di asambles gant Daniel Berrigan - beleg ha barzh a-enep krenn d’ar brezel - evit degemer tri soudard amerikan a oa da vezañ dieubet gant gouarnamant Norzh Vietman, evit diskouez e volontez da vont war-zu ar peoc’h. Bevañ a ra meur a vombezadeg p’emañ e Hanoi. Eus tu an dud vombezet ar wezh-mañ ha n’eo ket eus tu ar bombezer. E 1970 e sikour da goachañ an Tad Berrigan, deuet da vezañ mignon dezhañ, a zo klask war e lerc’h gant an FIB abalamour dezhañ bezañ ac’hubet gant tud all ur burev-soudardañ e Catonsville (Maryland) ha plantet an tan en doserioù-kuzh.

Meur a wezh en e vuhez en deus bet tro Howard Zinn da dremen un nebeut devezhioù en toull-bac’h p’en deus kemeret perzh en ur bern luskadoù disentidigezh. E miz Du 1970 e tibab kemer perzh en un tabud diwar-benn ar disentidigezh keodedel e-lec’h mont d’al lez-varn a zo sañset barn anezhañ evit ur sit-in dirak ur greizenn-soudarded. Kaset eo d’an toull-bac’h e-pad ur pennadig.

Kelenn a ra e skol-veur Boston e-pad un toullad mat a vloavezhioù a-raok mont war e leve e 1988. E fin e gentel ziwezhañ e kinnig d’e studierien dont gantañ da souten klañvdiourien ha klañvdiourezed o deus diskroget diouzh o labour nepell ac’hann. Betek fin e vuhez (aet eo da anaon e 2010) en deus skrivet levrioù, pennadoù, graet prezegennoù e-pep lec’h er Stadoù-Unanet, ha burutellet dizehan politikerezh diabarzh ha diavaez ar gouarnamant. Betek ar fin n’en deus ket paouezet da ziskuliañ an impalaerouriezh amerikan ha da ginnig ur sell lemm war darvoudoù ar vro hag ar politikerezh amerikan.

Dedennus eo gouzout ivez e oa sot Howard Zinn gant ar c’hoariva. Ur pezh-c’hoari diwar-benn Emma Goldman a zo bet savet gantañ (Emma). Houmañ a oa un anarkourez hag ur wregelourez amerikan eus fin an naontekvet kantved ha deroù an ugentved. Ur pezh all a zo bet skrivet gantañ ma weler Karl Marx difoupet er c’hentañ kantved warn-ugent, droug ennañ o welet penaos eo bet distreset e vennozhioù (Marx in Soho).

***

Lakaat a ra Howard Zinn war wel gevier ar gouarnamantoù, a zeu an eil war-lerc’h egile, renet gant republikaned pe demokrated, ar brezelioù niverus graet war zigarez difenn an demokratelezh hag ar justis er bed, an digevatalderioù hag ar ouennelouriezh gwriziennet don er gevredigezh amerikan abaoe donedigezh an drevadennerien gentañ.

Met dispak a ra ivez dirazomp an emgannioù niverus ha liesseurt o deus roet da glevet mouezh an dud o deus bet stourmet evit cheñch ar gevredigezh, a-hed istor ar Stadoù-Unanet. Diskouez a ra deomp ez eus bet lies gwech mareadoù a zemokratelezh en istor, savet war-eeun gant an dud pa felle dezho en em vodañ hag hadañ tammig-ha-tammig e-barzh park ar cheñchamant sokial. Ur bennoberenn istorel eo levr Howard Zinn. Boued-spered sofkont evit en em soñjal war hon istor-ni, evit magañ preder war ar vicher a istorour, hag evit kas e lod d’ul labour pemdeziek uvel ha poanius : cheñch ar bed.


[1]     The Supreme Court.
[2]     Kefredel = a denn da obererezh ar spered     (Geriadur an Here).
[3]     Discepolo Thierry, La synthèse d’Howard Zinn (un diverrañ     eus ar prezegennoù graet da vare embann al levr gant an     embannadurioù Agone),http://atheles.org/agone.
[4]     Blanc (W.), Chéry (A.), Naudin (Ch.), Les historiens de garde.     De Lorànt Deutsch à Patrick Buisson, la résurgence du roman     national, Editions Inculte, 2013. Lenn ivez levr pouezus Suzanne     Citron, Le Mythe National. L’histoire de France revisitée,     Les Editions de l’Atelier/Editions Ouvrières, 2008.
[5]     Setu aze titl saoznek emvuhezskrid Howar Zinn : « Ne lavaren     ket e oan o klask un objektivelezh ha n'halle, forzh penaos, na     bezañ na bezañ c'hoantaet. Alies     e lavaren d’am studierien n’haller ket bezañ neptu p’emeur en     un tren o vont ». (Je ne     prétendais nullement à une objectivité qui n’était d’ailleurs     ni souhaitable ni possible. Je répétais souvent à mes étudiants     qu’on ne peut pas rester neutre dans un train en marche)     (p.10, L’impossible     neutralité (evit an droidigezh c’hallek), embannadurioù Agone, 2006).
[6]     Disheñvel diouzh hini Henry Kissinger en doa     skrivet « History is the memory of states » en e     levr A World Restored (meneget     gant Howard Zinn uheloc’h er skrid).
[7]     Howard Zinn, Une histoire populaire des États-Unis, Agone, 2002, evit an droidigezh c’hallek.     
[8]     Howard Zinn, L’impossible neutralité, Autobiographie d’un     historien et militant, Agone, 2006 (p.278).


SLB logo3

logo slogan