dossier2016 gwiranHarzLabourAN HARZ-LABOUR ER GENNAD PREVEZ

Anavezet eo ar gwir herzel gant al labour er Vonreizh.
Kement goprad zo a c'hell herzel gant al labour a-benn harpañ azgoulennoù micherel termenet mat*, a nac'h an implijer o c'hontantiñ.

*Diwar-benn ar goproù, an aozioù labour, difenn ar gwirioù-stroll, difenn an implij. An harzoù-labour politikel n'int ket degemeret.

 

 

Ar gwir-mañ a c'heller implijout

- A-gevret e-barzh an embregerezh. Evit-se n'eo ket rediet da holl goskor ar stalioù pe an embregerezh kemer perzh en harz-labour.
- Ur goprad digenvez a c'hell kemer perzh en ul luskad broadel.
- En embregerezhioù enno ur goprad nemetken e c'hell hemañ implijout ar gwir harz-labour, p'eo an hini nemetañ a c'hell difenn e azgoulennoù.

 

Raktermen

- N'eus raktermen ebet da reiñ er gennad prevez.
- Memes mod, n'eo ket rediet d'ur sindikad emouestlañ (ar c'hopridi n'int ket sindikadet a c'hell herzel gant al labour).

 

À quel moment déclencher la grève ?

Sous réserve que l'employeur ait connaissance des revendications, les grévistes peuvent déclencher leur mouvement à n'importe quel moment (= grève surprise)

 

Durée de la grève

- 1h... ou plusieurs semaines, pas de limite de durée.
- Les cessations de travail répétées et de courtes durée, les grèves tournantes* sont légales dans la mesure ou elles n'entraînent pas la désorganisation de l'entreprise.

*grève tournante = forme de grève consistant en des arrêts de travail successifs des différents ateliers ou service d'une entreprise.

 

Pegoulz e c'heller stagañ gant an harz-labour ?

Gant ma vo roet da c'houzout o azgoulennpù d'an implijer e c'hell an harzlabourerien stagañ gant al luskad pa fell dezho (=harz-labour dic'hortoz).

 

E-pad an harz-labour

- 1e... pe sizhunvezhioù, n'eus termen ebet a-fed pad.
- Diouzh al lezenn eo herzel gant al labour c'hoazh hag adarre evit mareoù berr, aozañ harzoù-labour-tro* ma n'eo ket dizurzhiet an embregerezh.

*Harz-labour-tro = doare da herzel gant al labour a-bep eil gant stalioù-labour pe servijoù disheñvel un embregerezh.

 

Efedoù an harz-labour war ar gevrat labour

Lakaet en-pign eo kevrat labour an harzlabourerien e-pad an harz-labour. Dre-se :
- N'hall ket an implijer seveniñ e c'halloud peurreizhañ (nemet ma c'hoarvezh ur fazi grevus = skoilh ouzh frankiz al labour, gourdrouzoù, feulster, stankadur ar servij surentez, azdalc'hadur pe distruj madoù an embregerezh, doare herzel gant al labour er-maez al lezenn...)
- N'hall ket bezañ lakaet e pleustr ar reoliadur diabarzh ken.

 

Dilerc'h war ar goproù

Ar c'hopridi harzet al labour ganto a c'houzañv un dalc'had war o gopr diouzh an amzer rik m'o deus paouezet gant o labour, tra ken.

 

Bezañ er salioù e-pad an harz-labour

N'hall den ebet goulenn d'un harzlabourer kuitaat ar salioù ma ne lak ket skoilh ebet ouzh labour ar re all.

 

Efedoù a-fed surentez

En un embregerezh c'hreantel, kenwerzhel pe a bourchas servijoù, e c'hell bezañ arsavet penn-da-benn ar produadur abalamour d'an harz-labour. Doareoù dibar : stalioù prederioù pe deskadurezh ma c'hell an implijer lakaat e pleustr ur servij surentez pe ur servij bihanañ en ur rediañ lod eus ar c'hopridi da chom hep herzel gant al labour.

 

Erlerc'hiadur an harlabourerien

- Difennet eo ober gant al labour evit ur mare, ar c'hevratoù termenet o fad.
- Gallout a reer ober gant ar re n'int ket harzlabourerien, gant ma vint lakaet war postoù a glot gant o ferzhegezh, pe evit seveniñ eurvezhioù ouzhpenn.
- Gallout a reer goulenn rekour gant embregerezhioù diavaez (embregerezhioù servijoù pe eilkevratiñ).

 

Savaid ha kefridi dileuridi ar c'hoskor e-pad an harz-labour

- An harz-labour ne lak ket o respet en arvar.
- Ur c'hefridi « hanterourien » a vez ganto, etre an harzlabourerien ha renerezh an embregerezh (dileuridi sindikadel)
- Ur « felladenn dre herzel » a ra an implijer a venn mont ouzh respet dileuridi ar c'hoskor e-pad un harz-labour.
- Ar c'hefridioù kaset da benn gant dileuridi ar c'hoskor e-pad an harz-labour a rank bezañ paeet kement hag o c'hred eurvezhioù. Gallout a reer mont dreist d'ar c'hred pa c'hoarvezh un harz-labour, pa 'z eus un « degouezh dibar » anezhañ. Neuze e rank bezañ paeet.
- Evel forzh peseurt harzlabourer all eo gwarezet dileuriad ar c'hoskor diouzh bezañ lakaet er-maez (nemet e vefe kablus eus ur fazi grevus).

 

Ma venn an implijer anavezout anvioù an harzlabourerien

D'an implijer eo da stadañ dibun an harz-labour ha da wiriekaat piv en deus e heuliet.

 

AN HARZ-LABOUR ER GENNAD PUBLIK

Anavezet eo ar gwir herzel gant al labour evit ar gargidi, entitlet pe get, war-bouez ar varnouriezh, ar soudarded...
Goulennet ez eus ur servij bihanañ evit rummadoù all : gwazourien ar verdeerezh, re an ospitalioù...

 

Raktermen

- Ur redi eo, a-berzh ar sindikadoù « dileuriadus ». Rankout a ra bezañ e kerzh ar velestradurezh dindan 5 devezh frank a-raok an harz-labour ha bezañ meneget ennañ deiziad hag eur deraouiñ an harz-labour, e balioù.
- Ma n'eus ket doujet outañ e c'hell ar velestradurezh reiñ kastizoù peurreizhañ.
- N'eo ket aotreet an harz-labour-tro* er velestradurezh foran.

*Harz-labour-tro = doare da herzel gant al labour a-bep eil gant stalioù-labour pe servijoù disheñvel un embregerezh.

 

 

Dilerc'h war ar goproù

An harz-labour a gas dalc'hadoù war ar gopr a-bezh, war-bouez ar spletoù familh hag an digolloù stag ouzh al lojeiz, a zo lezet evel m'emaint.

Evit ar gargidi-stad (evel, da skouer, en Deskadurezh stad) ha re an diazezadurioù publik :
Un harz-labour gant ur pad dindan un devezh a gas d'un dalc'had par d'un dregontvedenn eus ar paeamant miziek.
Ma c'hoarvezh un harz-labour e-pad meur a zevezh diouzh renk eo par an diskont dalc'hadoù da vezañ lammet kuit eus ar gopr d'un dregontvedenn evit kement devezh bet etre an hini gentañ hag an hini diwezhañ m'eo bet stadet an diouer a servij. Gallout a ra talvezout ar jedadenn evit devezhioù na oa ket ar c'hargad dindan redioù servij (deizioù-gouel, ehanoù, dibennoù-sizhun).
E-giz-se, m'eo harzet ar c'hargad gant al labour d'ar Gwener ha d'al Lun e c'houzañvo un dalc'had war goproù ar Sadorn hag ar Sul, ouzhpenn re ar Gwener hag al Lun (da lâret eo 4 zregontvedenn dre holl).

Er melestradurezhioù foran tiriadel hag en ospitalioù :
A-feur eo an dalc'had war ar gopr gant pad an harz-labour. E-pad an harz-labour e lezer ar gwirioù d'al leve evel m'emaint ha lammet e vez an dalc'hadoù sokial evel boaz.

 

 

Rekizadur ar c'hoskor

N'hall ar c'hoskor bezañ rekizet nemet diwar un urzh skrivet gant ar prefed.

 

Bezañ er salioù e-pad an harz-labour

Evel er gennad prevez, n'hall den ebet goulenn d'un harzlabourer kuitaat ar salioù ma ne lak ket skoilh ebet ouzh labour ar re all.

 

Diskouez roll an harzlabourerien / Ma venn ar melestradurezh anavezout anvioù an harzlabourerien

Difennet eo skritellañ : roll ar c'hoskor ezvezant, harzet al labour ganto pe get, eo an hini nemetañ a c'hell bezañ diskwelet. Goude an harz-labour eo d'ar velestradurezh da zegas ar brouenn eus ar c'hemer perzh en harz-labour pe get.

 

---

SLB logo3

logo slogan