Peogwir e rankomp stourm holl a-gevret evit difenn hor gwirioù ha gounez re all.

Peogwir ne c’hell ket ur bobl bevañ hep difenn he gwirioù hag he dazont. E Breizh evel e lec’h all e vez ar batromiezh o korvoiñ ha gwaskañ a-benn dont da vezañ pinvidikoc’h-pinvidikañ. Stourm a rimp ni evit difenn al labourerien hag al labourerezed, evit diazezañ ur gevredigezh reishoc’h a zouj ouzh pep hini.

EVIT PIV ? PERAK ?

Peogwir e rankomp stourm holl a-gevret evit difenn hor gwirioù ha gounez re all.

Peogwir ne c’hell ket ur bobl bevañ hep difenn he gwirioù hag he dazont. E Breizh evel e lec’h all e vez ar batromiezh o korvoiñ ha gwaskañ a-benn dont da vezañ pinvidikoc’h-pinvidikañ. Stourm a rimp ni evit difenn al labourerien hag al labourerezed, evit diazezañ ur gevredigezh reishoc’h a zouj ouzh pep hini.

Digor eo ar sindikad SLB d’an holl verc’hed ha paotred a zo gopridi, retretidi, dilabour, labourerien emren, studierien, liseidi ha deskarded adal 16 vloaz a vez o labourat pe o vevañ e Breizh ha mennet da stourm ouzh ar gwaskerezh sokial. Diazezet e vo labour SLB war nav bro Vreizh.

PENNAENNOÙ

 

Ur sindikad renkad

Un unvaniezh a gengred etre al labourerien eo SLB, ouzh ar c’horvoerezh, ar batroniezh hag ar sistem kapitalour. En ur stourm drezo o-unan eo e soñj deomp e c’hounezo ar renkad micherourel ha labourerien Vreizh dre vras o dieubidigezh sokial, pal kentañ SLB.

 

Ur sindikad stourm

SLB a‘n em ginnig evel ur doare d’ober disheñvel eus hini ar c’hreizennoù sindikadel gall izel o goulennoù ha kreizennet-tre. Labourat a reomp da ziazezañ ur c’heñver a nerzh gant diaz ar sindikad e pep kreizenn labour. Diwar-neuze e savomp a-enep d’ar « c’hendiviz sokial » toull ma ra gantañ ar sindikadoù bras, diwar-goust al labourerien.

 

Ur sindikad da zieubiñ ar vroad

Embann a ra SLB ez eus ur bobl eus ar Vreizhiz, dezhi ur yezh, ur sevenadur, ur vro hag un istor, hag e vez ganti ar gwir d'en em dermeniñ, koulz hag an holl bobloù. Soñjal a ra deomp eo da labourerien Vreizh da zivizout eus o amzer vremañ ha da zont. Azgoulenn a reomp neuze e vo lakaet brezhoneg da vezañ ha diorroet he flas. Ar brezhoneg eo yezh ofisiel ar sindikad.

 

Ur sindikad etrebroadelour

Un unvaniezh a gengred etre labourerien ar bed-holl eo SLB. En ur ziorren luskad stourm bedel al labourerien hag ar pobloù mac’het eo e c’hellimp lakaat un termen d’ar c’horvoerezh. Pleustriñ a ra hor sindikad ar bennaenn-mañ dre e engouestl e Savenn Sindikadoù ar Broadoù Hep Stad.

 

Ur sindikad enepfaskour

Hervez SLB eo breizhat ul labourer ma vev e Breizh pe ma ‘n em sant breizhat. Stourm a reomp neuze ouzh kement mennozh a c’hellfe dispartiañ al labourerien, etre enbroidi ha Breizhiz a orin da skouer. Evel sindikad demokratel e stourmomp ouzh ar faskouriezh, an hollveliouriezh ha kement kealoniezh enebet ouzh gwirioù Mab-den : « Breizhad, enbroad, heñvel da vistri, heñvel da stourm ! »

 

Ur sindikad evit ar c'hevatalder paotr-plac'h

Gwasket e vez al labourerezed. Ent fetis e vez gant ar merc’hed ur plas gwanoc’h el labour, er studioù hag er vuhez sokial eget ar pezh a vefe dleet. Stourm a reomp evit ma vo lakaet un termen d’an dra-mañ, el labour, er gevredigezh hag ivez en hor sindikad.

 

Ur sindikad ekologour

Embann a ra SLB o dez an holl Vreizhiz ar gwir da vevañ en un endro disaotr. Soñjal a ra deomp eo en ur echuiñ gant ar gevalaouriezh, a vez o skrapiñ, distrujañ ha drastañ hor planedenn e c’hellimp saveteiñ an ekoreizhiad.

 

Gervel a reomp holl labourerien ha labourerezed Breizh da zont ganeomp war-zu ur gevredigezh reishoc'h

A-GEVRET E VIMP TREC'H !

SLB logo3

logo slogan